Fever (levrenn 1)

Fever a zo ur manhwa, ul levr bannoù-treset korean. Savet gant ur plac’h eo, a zo war a seblant brudet mat met n’eo ket bet troet kalz hec’h oberenn e galleg c’hoazh. N’ouzon ket re abalamour da betra on bet dedennet gant an titl-mañ ha ket unan all (un dibab levrennoù kentañ eus meur a rummad ‘m eus graet el levraoueg)… An diverrañ war ar golo-kein a lakae da soñjal e oa “gwir” ar sell war ar grennarded. An doare da dresañ a zo un tammig ur meskaj shojo klasel (daoulagad braaaaas) ha war memes tro e seblant kalz donnoc’h, un tamm dispi… Shojo evit ar re goshoc’h?
A-fed istor, dre m’eo ul levrenn gentañ e vez dizoloet an tudennoù eveljust. Buhezioù iskis a seblant ar baotred  kaout met dedennus kenañ ‘m eus kavet hini ar plac’h, liseadez kement a aon ganti bezañ lakaet a-gostez ken e vez drouk gant ar re all e plas. Da belec’h ez aio an tri-se ? Piv ‘oar…
An doare da framañ ha da zezrevelliñ a zo plijus ivez, efedus ha barzhoniel.
N’on ket bet bamet spontus, met d’am soñj e klaskin gouzout petra c’hoarvez warlerc’h rak d’am soñj ez eus un toullad elfennoù a galite er rummad-mañ, 4 levrenn a zo hepken en istor ouzhpenn. Mont a raio buan awalc’h neuze.

Advertisements

2 Respont to “Fever (levrenn 1)”

  1. Oh, gouzout a reont ober istorioù berr e Korea neuze ? ^^
    Aze ‘mañ an dalc’h gant ar mangaoù a-wechoù, pa ouzer ez eus 25 levrenn er yezh orin e vez diaes un tammig prenañ an hini kentañ, pe amprestiñ zoken dre ma n’ouzer ket pegoulz e vo ar re war-lerc’h ^^’

  2. Ya, re wir! Plijus eo kavout rummadoù berr, dre vras ne vezont ket re zipitus peogwir n’o deus ket amzer da dont da vezañ arabadus, aesoc’h int da lenn ha suroc’h da brenañ ^^

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: