La Nostalgie de l’Ange

Anzav a ran n’em boa ket klevet komz kement-se eus levr Alice Sebold pa oa deuet ‘maez e 2003.
Bet on o welet film Peter Jackson The Lovely Bones, savet diwar ar romant e penn-kentañ ar bloaz, hag abalamour dezhañ em eus bet c’hoant lenn al levr.
Ul lennadenn un tammig ispisial eo bet neuze, peogwir em eus keñveriet kalz gant ar pezh em boa santed ha kavet plijus pe displijus er film.
Ha fentus eo merzout n’eo ket dre ret ar memes re.
Er film, da skouer, e oa iskis (ha vil) ar prantadoù er “baradoz”. El levr ne seblant ket gwall bouezus a-benn ar fin, ha nebeut a ziskrivadennoù a zo. Tudenn ar muntrer a zo heugusoc’h el levr, met n’eo ket ken spontus eget er film, e doare fizikel, da gomz ha oa bet labouret kenañ evit ma seblantfe dañjerus-tre. Tudenn Ruth avat, em eus kavet dedennuso’h el levr, donnoc’h, fentusoc’h. Kempouez awalc’h e seblant neuze bezañ an daou a-fed tudennoù, eveljust ez eus bet ret labourat muioc’h war reoù zo evit ar film, ha setu.
Ar pezh am eus kavet un tammig drol gant ar romant a oa pouez ar gwall. Dija, war ar golo-kein e vez meneget kren-ha-krak eo bet gwallet ar skrivagnerez pa oa yaouank. Glups… Perak lârat se d’al lennerien? Na gomprenan ket mat… Er film n’eus tamm meneg ebet eus ur gwall, tu ‘zo da ijinañ met n’eus mann ebet a gadarnfe se. Ha kavout a ran se speredekoc’h en ur stumm. Pep hini a ijin hervez e sell.
Bon, ar pep pouezusañ a zo e vefe memestra ul levr plijus ha brav diwar-benn ar c’hañv. Se ‘zo un taol-kaer dija.
Pezh a verzan bremañ ez eo ez eus bet graet ul labour bras azasaat evit ar film, o strishaat bed Susie un tamm ha padelezh an istor, met o virout ar pep pouezusañ, o tennañ traoù zo (hag a zo marteze a re startañ : ar gwall da skouer, met ivez ar fed e yafe mamm Susie gant ur paotr all eget he zad, ha n’eo ket forzh pe hini) hag ouzhpennañ reoù all, me gav splann awalc’h ez eo ar film ur gwir film krennard, aonik ha leun a spi, a c’hoant… Deuet eo brav al lodenn se.
Mareoù all deus al levr a zo miret kazi strizh er film, hini prouenn kablusted ar muntrer dizoloet gant c’hoar Susie em eus kavet un tamm skañv el levr, ken kreñv en doa seblantet din er film…
Nag iskis eo, lenn ul levr en ur geñveriañ kement d’e azasaadenn!
Ah ya, un draig ouzhpenn diwar-benn al levr : souezhet on bet gant ur frazenn “Un jour après l’autre”, troidigezh “One day at a time” michañs. Ne vez ket lâret “A chaque jour suffit sa peine” kentoc’h?
Enfin bon, arabat din kregiñ da brederiañ diwar-benn troidigezhioù ouzhpenn!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: