Wrestlemania XXVI

Ya, sellet a ran ingal ouzh ar c’hatch ivez, an holl sioù a zo ganin…
Wrestlemania a zo un degouezh bras abaoe 26 vloaz (souezhet oc’h, moarvat!) . Warlene e oa bet plijus awalc’h an abadenn, gant un toullad emgannoù istorel.
Ar bloaz-mañ en defe gallet bezañ tamm-pe-damm gwelloc’h heñvel.
An abadenn a zo ur ppv (pay per view) evel ma vez bep miz pe dost gant an WWE, d’ar sul 28 a viz Meurzh eo bet enrollet e Glendale en Arizona.
An emgann kentañ ur « battle royale » (ouzhpenn 20 den war ar ring) n’eo ket bet skignet. Kroget eo an abadenn (skignet ar wech-mañ, na luziet!) gant ur guest o kanañ “America The Beautiful” evel boaz (booooring).
Da c’houde ez eus bet un emgann skipailhoù (2 a-enep 2) : ShowMiz (The Big Show gant The Miz) a-enep da John Morrison gant R-Truth. “What’s up” (kanaouenn rap R-Truth pa zeu-tre) emezoc’h? Skipailhoù kentoc’h plijus neuze ha fentus peogwir e oa c’hoazh The Miz keneil John Morrison n’eus ket pell zo.
An emgann war lerc’h a oa un “triple threat match”, da dri neuze. Randy Orton a ranke stourm ouzh e daou geneil-hent Cody Rhodes (triforce war e votezennoù!) ha Ted DiBiase. N’eo ket bet gwall souezhus an disoc’h…
Deuet eo warlerc’h an emgann a vez ordin e kerzh Wrestlemania “Money in the bank” an emgann-se a vez gant skeulioù peogwir e vez gounezet gant an hini kentañ o tigrapañ ur valizenn(ad arc’hant, sañset) stag uhel. Ar valizenn-mañ a ro ar gwir da c’houlenn un emgann a-enep ur c’hampion forzh pegoulz e-kerzh ar bloaz. Iskis e oa ar wech-mañ abalamour ne oa ket CM Punk (Bet lesanvet Mr Money in the bank, an hini kentañ o c’hounez an emgann-se div wech eus renk) en afer. Aze e oa ur bagad tud : Kofi Kingston (en deus bet ur mennozh fentus gant skasoù), Kane, Christian, Dolph Ziggler, MVP, Evan Bourne, Jack Swagger, Shelton Benjamin, Drew McIntyre ha Matt Hardy.
Un ehanig sioul (ha torr-penn) a zo bet goude, Hall of Fame 2010… Ur bochad tud kozh war un tapiz gant stered. Un tamm drouk on aze, met warlene e oa Stone Cold Steve Austin e-touez al loreidi hag e voe un tamm dedennusoc’h, “hell yeah!”
Triple H ha Sheamus (The Celtic Warrior) o deus bet un emgann warlec’h, n’eo ket bet gwall iskis an disoc’h.

A-benn ar fin e oa bet kazi dedennusoc’h an emgann e abadenn Raw ar sizhun araok gant skipailhoù Triple H & Randy Orton a-enep da Sheamus gant Ted DiBiase ha Cody Rhodes.

This slideshow requires JavaScript.


Warlec’h e oa un emgann etre Rey Misterio ha CM Punk, deuet abaoe ur pennad da vezañ (drouk hag) e penn ar Straight Edge Society. Daou den a zo dija o heuilh anezhañ ha pouezus e oa ar match rak Rey Misterio a ranko dont er bagad ma koll. (ya ya, ur gudenn amzer a zo, met n’em eus ket c’hoant da spoilañ ac’hanoc’h zoken ma n’eo ket start divinout an disoc’h)
Un emgann hep reolennoù a oa goude (“No hold barrs” match) etre Brett Hart ha Vince Mc Mahon (rener an WWE) diwar-benn un afer gozh a drizek vloaz. “Being screwed” a oa pal pouezusañ ar match ha ne oa ket gwall zedennus evidon me.
Gouriz kampion ar bed (pounner) a oa da c’hounit en emgann goude. Daou ganadian, skipailh-bet… Edge a-enep da G/Chris Jericho! Plijus an abadenn, forzh peseurt disoc’h a vefe…
Un “tag team match” (skipailhoù neuze) gant 10 plac’h a oa warlerc’h, daou skipailh 5 (Raw a-enep da Smackdown) e lec’h ma oa Vicky “Excuse-me!” Guererro e penn unan.
John Cena ha Batista (deuet da vezañ drouk, heñ ivez!) a oa warlerc’h, gouriz kampion an WWE a oa da c’hounit. Un digoradur un tammig labouret a oa gant John Cena, met kalz dipitus eget hini (bamus) warlene e oa.
Evit klozañ e oa match bras an nozvezh : Undertaker a-enep da Shawn Michaels. Eus un tu e c’halle The Undertaker koll un emgann Wrestlemania evit ar wech kentañ (17-1), eus an tu all e ranke Shawn Michaels mont war e leve. N’eo ket bet ken bamus eget emgann warlene, n’eo ket deuet Shawn Michaels en un doare ispisial (Mr Wrestlemania eo lesanvet, showman eo un tamm) met gant ar pezh a oa da c’hounit pe da goll e oa ur blaz ispisial gant an emgann-se. Dibosupl echuiñ en un doare all.
Un tammig dipitus em eus kavet Wrestlemania ar bloaz mañ, ket abalamour d’an emgannoù a zo bet plijus, met kentoc’h peogwir ne oak et kalz show, ne oa  et disheñvel eus ur ppv all (darvoud ar bloaz eo sañset) na netra… Plijus e oa, met ket dibar.

Advertisements

3 Respont to “Wrestlemania XXVI”

  1. Hehe, deuet out a-benn da lakaat an diapooù da vont en dro !

    Farsus e seblant bezañ, met hep ur show da vat n’on ket sur e c’hellfen chom da sellet ur bochad gorilhed oc’h en em gannañ ^^

  2. Ya!! Deuet eo kentoc’h brav, met n’emañ ket ar skeudennoù en urzh em boa c’hoant (urzh an emgannoù kea), ret ‘vo din klask reizhañ se.
    Farsus-tre eo ha soñjal a raen dres ar memes tra ar wech kentañ e oa bet kinniget din sellet… (1 bloaz hanter zo lakaomp) Ha setu me, drammet bremañ! ^^”

  3. Ikacheuc'h Says:

    Booyaka! Booyakaa!!! 619!!! Bevet seurt dramm, siwazh eo bet hiraet an abadennoù hag e vezont randonus bremañ met ur sapre dudi e chom memestra.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: