Dielloù evit Ebrel, 2010

Mammuth

Posted in Filmoù on Ebrel 29, 2010 by geekezig

Nag iskis eo ijinañ Gérard Depardieu e micherour nevez war e leve.
Posupl eo avat, e bed Benoît Delépine ha Gustave Kervern. Plijet e oan bet gant Louise-Michel. Mammuth a zo disheñvel un tamm. N’eo ket ken start, n’eo ket ken fentus marteze, n’eo ket ken du kennebeut. Traoù start a zo memestra, sokial eveljust. Kalz barzoniezh a zo ivez, ha tudennoù un tamm drol, droch, drouk ha truezus.
Gorrek eo lusk ar film, evel m’eo deuet an devezhioù da vezañ evit Serge abaoe m’emañ war e leve.
Bravig eo an ton sonerezh ivez, ordin memes hini, a lusk ar beajoù, ar c’hejadennoù.

Tudenn Serge am eus kavet heñvel-tre eus hini Mickey Rourke e-barzh The Wrestler tammoù ‘zo a seblant levezonet penn-da-benn gant ar film-se zoken.
Greun ar skeudenn a zo tev awalc’h ha tre da vareoù zo, evel ur film vakañsoù c’hwitet, eñvorennoù o vont kuit tamm-ha-tamm. Souezhus ha nec’hus eo ar mareoù gant Isabelle Adjani, he fenn hag he sell difiñv, marv. He mouezh avat a zo karantezus kenañ…
Ur film plijus eo neuze, melkonius awalc’h en ur stumm, dedennus.

Advertisements

Alatriste

Posted in Filmoù on Ebrel 26, 2010 by geekezig

Alatriste a zo ur film spañol bras. Santet e vez an arc’hant : skeudennoù brav eston, dilhad, armoù hag a bep seurt traouigoù a seblant gwir/istorel, hag all hag all.
Kontet e vez istor ur “c’habiten” (ul lesanv eo hepken) un den a c’haller goprañ evit lazhañ er bloavezhioù 1600 e Spagn.
Ur soudard eo ha n’hall ket bevañ en un doare all.
Un tamm hir eo ar film (2e20) ha marteze n’eo ket splann awalc’h an itrikoù politikel (ha relijiel). Santet e vez e c’hallfent bezañ dedennus kenañ, met a-benn ar fin n’o deus ket kement-se a bouez.
Mod all, n’eus ket da dortal, pa vezer dirak un daolenn eus Velazquez o fiñval ez eus peadra da vezañ bammet. Ur sapre labour a zo war ar skeudenn, a-wechoù e lak da soñjal e taolennoù Vermeer ivez zoken.
Plijus eo ivez gwelet ur film istorel o tremen e Bro Spagn ha savet gant tud ar vro e yezh ar vro. Ha Viggo Mortensen a deu a-benn d’en em dennañ digudenn.

Green Zone

Posted in Filmoù on Ebrel 26, 2010 by geekezig

Ehe. Paul Greengrass o kenlabourat gant Matt Damon, ur wech c’hoazh. Ket evit unan eus filmoù Jason Bourne avat. Ar wech-mañ ez eo istor ur soudard amerikan, nec’het gant ar fed ne vefe kavet arm “a zistruj e-leizh” ebet en Irak.
Moarvat e vefe bet brasoc’h pouez ar film un toullad bloavezhioù zo pa soñje c’hoazh da dud zo e oa eus an armoù-se. Dedennus eo memestra gwelet tudenn ar soudard o verzout eo faos abeg ar brezel, pe ivez Irakiz o welet ne vez ket klasket sikour anezho. Un tamm simpl eo marteze ar c’hemenn, met paotr ar CIA da skouer a fell dezhañ chom hep lazhañ tud met a zo prest da gaout emglev gant unan eus pennoù arme Sadam Hussein, pe c’hoazh tudenn an Irakian Freddy a vez tapet hag a embann sklaer e soñj. Gwelet e vez ivez ez eo luziet hag ez eus kalz disemglev etre pobladoù disheñvel Irak. Pep hini en deus c’hoant e damm galloud…
Ma, dedennus eo ar film neuze. Tud zo a vo hegaset gant ar c’hamera o fiñval ordin. Reoù all, eveldon a vo (kalz) jenetoc’h gant greun ar skeudenn, dreist-holl er prantadoù a dremen deus noz. Ur spont eo. Da gentañ tout em eus soñjet “ah ya, evelse e ra un tamm efed teulfilm, traoù tapet gant ur benveg skeudennoù niverel pe gant ur zoom un tamm dister”. Perak ket? Peogwir ez eus un tamm a bad un hanter eur evelse, pep skeudenn un tamm teñval a zo leeeeeun a bikoù gwer euzhus a ro c’hoant tec’hout en ur huchal “Ma daoulagad! Ma daoulagad ken kaer!”.
Dipitus spontus eo an dibab se neuze, rak mod all eo kentoc’h mat ar film! PERAK???

The Mentalist (kentañ bloavezh)

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags on Ebrel 25, 2010 by geekezig

Troet on awalc’h da sellet eus stiradoù er skinwel, met ket kement-se reoù polis pe enklask. Dedennet on bet avat gant The Mentalist peogwir e oa ur sell un tamm ispisial da ziskoulmañ an enklaskoù. The Mentalist a dremen e California peogwir e vez heuliet ur strolladig a labour evit ar CBI (Californian Bureau of Investigation), en o zouez ez eus un  den un tamm iskis, n’eo ket poliser evel ar reoù all : Patrick Jane, bet medium brudet er skinwel.
N’eo ket ur medium avat, un den a sell pizh ouzh pep elfennig, a oar levezoniñ an dud da lârat ar wirionez dre bezañ aketus eo kentoc’h.
E pep istor e vez un enklask war ur muntr bet c’hoarvezet e stad California. Distag awalc’h eo pep istor.

Ul liesvuntrer a vez kavet ingal koulskoude, abalamour en deus muntret familh an haroz. Red John (John le Rouge) e lesanv… A dammigoù e vez dizoloet traoù diwar e benn ha diwar-benn e darempred gant Patrick Jane. Kevrinus kenañ eo…

Savet eo pep istor en un doare klasel, an dra fentus a zo merzout an dalenn a ziskoulm an enklask. A-wechoù ez eus pechoù hag e vez techet ar seller da grediñ en deus kavet an den kablus padal ne oa ket se tamm ebet… Hervez an istorioù eo.
Tuoù mat-tre The Mentalist a zo tudenn Patrick Jane a zo plijus-tre, fentus, hegasus met en un doare soutil. Ur bersonelezh ispisial a zo gantañ abalamour d’ar pezh en deus bevet, klask a ra kuzhat e dristidigezh gant fent du. Souezhus e vez ordin avat. Tro-dro dezhañ, tud all strollad ar CBI a zo ken plijus all. Ur gwir blijadur eo gwelet anezho o labourat holl asambles.

Dipitet on bet un tamm gant fin ar bloavezh kentañ abalamour n’eus cliffhanger ebet, ha n’eo ket aet kalz war-raok an enklask diwar-benn Red John… Anzav a ran avat e sellin ouzh an eil bloavezh gant plijadur!

Chateaubriand

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Ebrel 25, 2010 by geekezig

N’on ket plac’h ar filmoù savet evit ar skinwel kement-se, met gwelet em eus Chateaubriand (skignet e vo dimerc’her o tont, 28 a viz Ebrel, war F2).

Ur film 1e45 eo a glask kontañ buhez klok ar skrivagner ha politikour ganet e Sant Malo, François René de Chateaubriand. Savet eo evit ar re ne anavezont ket mat an den hag e bal a zo reiñ c’hoant d’an dud mont da zizoloiñ e skridoù ha  Mémoires d’Outre-Tombe dreist-holl.
N’anavezan ket mat oberenn an den nag e vuhez dre vras, setu on bet dedennet da c’houzout un tamm penaos e oa bet red e vuhez. 1e45 a zo berr kenañ eveljust met un diazez eo dija.
An dra bouezusañ a zo, evidon-me, e teu ar film a-benn gant e bal : abaoe em eus c’hoant da lenn Mémoires d’Outre-Tombe (c’hoant em boa da lenn anezho « un deiz bennak » met aze onbroudetoc’h d’en ober en un termen un tamm sklaeroc’h/tostoc’h).
Mod all e keñver film… Ar skeudennoù zo brav. Tremen a ra buan kenañ ar prantadoù disheñvel eveljust, Sant Malo, Pariz, Stadoù-Unanet, Londrez… Ur redadeg eo kazi!

Frederic Diefenthal a c’hoari Chateaubriand adal an oad a 20 vloaz betek e varv. Kendrec’hus awalc’h eo, ha souezhet awalc’h on bet gant ar bloavezhioù diwezhañ (ur sapre labour fardañ a zo bet).
Lâret en deus an aktour e kerzh an abadenn (ur rakkentaenn war skramm bras e oa) en doa labouret war ar rol dreist-holl e keñver energiezh ha n’eo ket e keñver skiant pe speredegezh. Gwir eo e krou ar film ur skeudenn youlet da zizoloiñ ar bed, da stourm da ober ur bern traoù.
An eiltudennoù a zo plijus ivez, e vignon e Londrez pe an trapour da skouer hag ar merc’hed ivez. Zoken ma vez roet ur skeudenn un tamm re yen eus e wreg d’am soñj.
Ar sonerezh a zo ur meskaj tonioù dous ha tonioù lañsusoc’h gant arlivioù keltiek. N’eo ket displijus.
Souezhus eo gwelet pegen alies e vez meneget Breizh er film.
Setu, m’ho peus tro da sellet diouzh ar film a-benn dimerc’her e kuzulfen awalc’h deoc’h en ober, n’eo ket ur bennoberenn o po c’hoant adwelet kant gwech met d’am soñj eo mat bezañ gwelet ar film-se ma/pa vezer dedennet gant al lennegezh/an istor.

The Burning Plain

Posted in Filmoù on Ebrel 25, 2010 by geekezig

Guillermo Arriaga a zo ur senarier anavezet mat, skrivet en deus istorioù : 21 grams, Babel, Amores perros (filmoù Iñárritu kea!), The Three Burials of Melquiades Estrada
Ur mailh war ar filmoù “choral” (aha! Mankout a ra traoù e geriaoueg ar c’hleweled!) neuze, ha setu ur film sevenet gantañ (skrivet gantañ ivez).
Kregiñ a ra ar film gant buhez Sylvia (Charlize Theron) plac’h tro 30 vloaz kollet mik en he buhez.
Istorioù all a zo ivez hag er penn-kentañ, n’eo ket anat ober al liamm etrezo, abalamour e seblant an holl tremen bremañ. Tamm-ha-tamm e vez komprenet piv a zo piv, penaos eo liammet an dudenn-mañ gant hounnezh hag all.
An istor n’eo ket dreistordinal, un drama klasel awalc’h eo en ur stumm, met an doare da zizoloiñ pep tra tamm-ha-tamm hag ar c’hasting a-feson a uhela an afer. Buan awalc’h em eus divinet petra ‘oa an darvoud, ar sekred o virout an holl da vevañ en un doare plaen. N’eo ket gwall c’hrevus, tremen a ra an traoù, skeudennoù brav hag ur fin frammet brav ha fromus. Plijus!

Sing “Yesterday” for me (levrenn 1)

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Ebrel 25, 2010 by geekezig

Abaoe un toullad bloavezhioù e oan bet dedennet gant golo ha dreist-holl gant titl ar manga-mañ.
Bevet al levraoueg, setu tapet al levrenn gentañ. C’hwech levrenn ‘zo deuet maez evit ar mare. Ar re gentañ ‘zo bet embannet e 2003 hag an hini diwezhañ e miz Here 2009…

N’eo ket echu an istor hervez Wikipedia ha n’eo ket an oberenn bouezusañ/mallusañ evit ar mangaka(ez) Kei Toume.
Bon. Arabat kaout pres neuze.
Evit an istor : klasel awalc’h eo. Ur paotr yaouank o labourat en ur c’hombini (convenience store) a zo tapet etre div blac’h, e vignonez skol-veur sorc’henet gant marv ar paotr a gare hag ur plac’h yaouank kuitaet ganti al lise a bourmen tro-dro d’ar stal gant ur vran…
Pep tudenn he deus he istor, he uhez-hent a vo diskouezet tamm-ha-tamm michañs.
Tu dedennusañ ar manga a zo diskouez un tu sokiologel eus Japan : ar freeter (ger savet adalek free hag arbeiter) : tud hag a labour gant kevratoù berr, labourioù “bihan” doare studier kentoc’h evit chom hep bezañ tapet er vuhez labour klasel, stressus ha pouezusoc’h eget ar vuhez prevez a vez e Japan dre vras.
Tri doare freeter a vez gwelet en istor, n’ho deus ket memes abegoù evit bevañ evelse, un tamm a-gostez ar gevredigezh.
E-keñver karantez e seblant don awalc’h an traoù, luziet evel ma c’hall an traoù bezañ er vuhez.
Kenderc’hel a rin da lenn neuze, met arabat din lonkañ re vuan, rak n’ouzer ket pegoulz ec’h echuo!

%d bloggers like this: