Le boucanier du roi

Le boucanier du roi a zo eil levrenn rann « les nouvelles chroniques de Krondor » (hervez an embannadur a zo ganin) hag a zo anvet nevez zo « L’entre deux-guerres ».
En div levrenn e vez heuliet mibien Arutha. Prince de sang en doa plijet kalz din, un tammig disheñvel deus rummad kronikoù Krondor, politikeloc’h gant nebeutoc’h a emgannoù.


Le boucanier du roi a zo plijus-tre ivez. Tudenn Nicholas, ar mab yaouankañ a vez gwarezet eus pep tra hag a rank a-greiz-holl ren ur strollad tud ha dont da vezañ gour a zo plijus. Adkavet e vez evel boaz, tudennoù bet gwelet e-barzh levrioù all ar rummad. Un tamm dipitet on bet memestra gant al lodenn kreiz, war vor (dreist-holl) hag un tammig en deserzh. Kavet ’m eus gwall hir.
Marteze on levezonet gant levrioù ar rummad Vampirates on kroget da lenn ivez, a lak an traoù war vor da seblantout kalz dudiusoc’h. N’eo ket spontus, pell alese, met kavet am eus un tamm start kreiz al levr da lenn padal em eus lonket an 200 pajennad diwezhañ en un tenn.
Daoust a re hir e vez al levrioù se? Ur wech echuet ganto e soñje ordin ne oa ket…
Un elfenn dedennus all er romant-mañ a zo an toullad elfennoù a grog da zispakañ diwar-benn ar brezel o tont (gant an titl nevez roet d’ar rummad ez eo anatoc’h c’hoazh…).
Plijadur ha dudi ‘vo c’hoazh e bed Krondor avat ! (tud varv hag emgannoù ivez, anat deoc’h)

Advertisements

5 Respont to “Le boucanier du roi”

  1. N’ouzon ket penaos e ra evit derc’hel da vont gant an istor-se ha chom ken dedennus.
    Lonket am eus an holl re a zo bet embannet evit poent, ha kavet an holl dispar, ar pezh a zo ral a-walc’h evit un heuliad ken hir, hag etre Midkemia ha Kelewan e tiskouez mat e ijin dibar a-walc’h.
    Lakaat a rafen Feist a live gant Tolkien, pe dost (arabat dekoñi kennbeut !), pezh n’eo ket netra ! R. Hobb he dues heuliadoù hir-hir ivez, hogen kalz diaesoc’h e kavan heuliañ…

    Ret ‘vo din lenn Vampirates, klevet a ran komz diouto e-pep-lec’h !

  2. Ar gwir a zo ganit. N’em eus lennet hini ebet a vefe nulloc’h eget ar reoù all. Bon, n’em eus lennet nemet 6, setu e chom ur bern din da lenn! Keloù mat 😀
    Arabat dekoniñ met a-du awalc’h on gant ar geñveriadenn se memestra, aotrou Feist a zo ur sapre hini!
    N’em eus ket bet tro da lenn levrioù R Hobb c’hoazh, ret ‘vo din ober un deiz bennak.
    Yep, Vampirates a zo plijus ha dudius, n’em eus lennet nemet daou evit ar mare, met reiñ a ra c’hoant kenderc’hel da lenn. Ha memestra, pebezh mennozh sod-nay (dispar) !

  3. Oh, pa soñjan, mar fell dit e c’hellan kas an darn vrasañ anezho dit pa zeuin da roazhon 😉

  4. Mat eo, boestad tri levr Kesh am eus bet evit ma deiz-ha-bloaz, ha kroget rummadoù l’entre deux-guerres ha la guerre des serpents evit an degouezh se ivez, neuze mont ‘ra, peadra ‘m eus d’ober ^^”
    Amzer a vank din kentoc’h ><
    Trugarez dit 🙂

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: