The Ghost Writer

Ne ‘vo ket kaoz eus aferioù Polanski e diavez e filmoù er pennad-mañ.
Met kentoc’h eus  film diwezhañ.
Setu neuze ur thriller politikel eus ar c’hentañ. Goude marv kevrinus an den a skrive eñvorennoù Adam Lang, bet kentañ ministr Bro Saoz e vez goulennet digant ur paotr divarek war ar bolitikerezh en ober. Dizoloiñ a raio tamm-ha-tamm emañ e kreizig-kreiz itrikoù politikel a bep seurt, en o zouez unan o liammañ ar  CIA hag ar Stadoù-Unanet da vuhez politikel Adam Lang.

Ur film-enklask dispar eo The Ghost Writer. Na vez divinet mann ebet, lañsus kenañ eo al lusk, c’hoant en deus ar seller gouzout hiroc’h! Meur a wech em eus soñjet e rummad romantoù Millenium (gant an itrikoù politikel a live bras, ar vuhez war un enezennig iskis) ha zoken em eus soñjet “nag ul levr dispar e rank bezañ!”. N’on ket bet souezhet o welet e-kerzh roll an dud o deus kemeret perzh e oa savet diwar ul levr. Klask a rin e lenn.
Ar sonerezh a zo dreist (soñjal a ran se alies er mare-mañ ha merzout ordin e fin ar film eo savet ar sonerezh gant Alexandre Desplat…), an aktourien ivez, Pierce Brosnan dreist-holl a ra aon a-walc’h e korf ur politikour a vez dinervet aeset…
N’eus tudenn ebet a vefe ken simpl hag a seblant bezañ da gentañ (estreget an haroz marteze?). Ur gwir film-enklask eo, efedus kenañ ha gant un dibenn bamus, “flac’hadus” (?) a live gant hini A serious man. Ouch!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: