The Butterfly Tatoo

Skrivet tro ar 4 a viz Eost 2009. En ur glask ur skeudenn em eus dizoloet e oa bet savet ur film e 2009 diwar al levr.

The butterfly tatoo a zo romant kentañ Phillip Pullman. Santet e vez mat ne oa ket c’hoazh ken ampart ha pa skrivas levrioù Sally Lockhart pe The Dark Materials.

Ur romantig plijus eo memestra. Istor ur paotr yaouank 17 vloaz, jentil ha glan betek bezañ inosant un tamm. Simpl tout eo, “boy meets girl” met diskrivadennoù zo a zo just.

Fentus eo ivez merzout, zoken ma ouezer dija an disoc’h (skrivet eo war ar golo-kein : lazhet e vo ar plac’h) e vez c’hoant gant al lenner e c’haorvezfe un dra bennak a baouezfe pep tra hag a lakfe an traoù da echuiñ mat.

Setu ‘m ho peus c’hoant lenn un istorig simpl, e-barzh an tren da skouer, e guzulfenn a-walc’h deoc’h hemañ, dreist-holl d’ar grennarded, peogwir eo bet skrivet evito. Mod all, traoù dedennusoc’h a zo el lennegezh, sur.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: