Die Welle

Skrivet tro ar 4 a viz Eost 2009. Ne ouien ket d’ar mare-se e vefe bet eilmouezhiet e brezhoneg !

Die Welle a zo ur film alaman o klask ijinañ ma c’hellfe un diktatouriezh adkregiñ hirie an deiz (gant ar pezh a ouzer, dever ar memor hag all.)

Kregiñ a ra en un doare sioul, ur c’helenner plijus, rock ‘n’ roll, a rank ober war-dro an autokrasiezh e-kerzh ur sizhunvezh studi ispisial en ul lise en tu bennak en Alamagn, boutin a-walc’h war a seblant. Gant komzoù ar studierien e tiviz sevel un taol-arnod, da gentañ tout evit ma verzfent ar mennozh a skipailh, kumuniezh. Tamm-ha-tamm e tro drol an traoù hag e krog ar c’hlasad se da vezañ dismegañsus e-keñver ar reoù all, soñj dezho ez int kreñvoc’h, gwelloc’h eget ar reoù all betek an dibenn, dramatek.

Sañset ez eo un istor gwir ar pezh a vez kontet amañ nemet e vefe bet c’hoarvezhet er Stadoù-Unanet. Ul levr a zo bet savet gant an Alaman Morton Rhue da c’houde, anvet Die Welle, ha diwar al levr eo tennet ar film.

Klasel a-walc’h eo e framm, hag a-benn ar fin e chom “sioul” a-walc’h. Perzh dedennus ar film a zo kentoc’h ar preder a gas hag ar goulennoù a sav. Aes eo lârat “ma vefen bet o vevañ da vare an eil brezel bed…”
N’ouzer ket just a-walc’h, hag arabat gouzout. Marteze?

Ur film speredek, da vezañ gwelet ha marteze studiet e-pad kentelioù prederouriezh da skouer. Savet evit krennarded eo ha n’eo ket ur si, met n’eo ket dibar kennebeut.

PS : Pouezus evidon-me : gwelet eo bet ar film-se war ur skramm urzhiataer, ne oa ket dre ret a galite dispar ar skeudenn.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: