Zelda a Link to the Past

Skrivet tro an 30 a viz Gouere 2009

Abaoe bloavezhioù em boa merzet e oa bet e Bro Japan deus ur (pe veur a hini?) manga tenet diwar c’hoarioù Zelda. Ansav a ran  deoc’h diouzhtu on sot nay gant ar c’hoarioù se abaoe on bihan. AR rummad kult ma ‘z eus unan.

Setu pa ‘m eus gwelet e oa bet embannet A Link to the past e galleg, ez on redet d’e brenañ.

Petra lârat diwar-benn ar manga-se (ul levrenn!)? Ma c’hortozit istor A Link to the Past (ar c’hoari hañ, hini Super Nes. Pe GBA.), kit da lec’h all, rak heñveloc’h eo (dre vras) deus istor Ocarina of Time a-benn ar fin! (Displeget e vez da skouer, istor an Triforce ha zo pouezus-tre en istor, gant afer teir doueez Hyrule, evel ma oa evit ar wech kentañ e-barzh OoT)

Un dudenn plac’h a zo bet ijinet ouzhpenn evit sikour red an darvoudoù. An tresadennoù a zo efedus ha plijus ha n’eo ket souezhus zoken gwelet Link o komz (ne gaoze biken er c’hoarioù)!

E fin an istor ez eus ur pennadig-kaoz gant tri den, rener rummad Zelda e ti Nintendo ha daou den deus studio embann Akira (en o zouez an dresourez) o tisplegañ levezon ar c’hoarioù war an istor, ar manga war ar c’hoarioù warlerc’h, hag all. Dedennus ha pouezus evit kompren mat perak ez eus kement a cheñchamantoù.

A-benn ar fin e kav din ne glot ket an anv A link to the past gant ar manga, met mod all ez eo ur gwir istor Zelda hag e prenin gant plijadur lodenn gentañ Ocarina of Time da zont er-maez e miz Here (ya, ya santet e vez eo bet skrivet pennad zo).

Memestra e seblant din ez eo ur manga evit gwir garourien Zelda, kirius ha fanboy (prest da brenañ traoù liammet gant Zelda zoken ma n’eo ket kalite dispar) ha n’eo ket kement se evit ar reoù all.

Trugarez da Soleil memestra evit kinnig se d’ar c’hallegerien.

Advertisements

2 Respont to “Zelda a Link to the Past”

  1. Liiiiiiiink !
    N’ouzen ket zoken e oa bet ur manga. Oh ! Din e vo ! Ma frizius…

    • Un toullad mat a zo bremañ! 2 levrenn Ocarina of Time, hini Majora’s Mask, Oracle of Seasons hag Oracle of Ages.
      An daou wellañ a zo Majora’s Mask hag Oracle of Ages evidon-me…
      Minish Cap a zeuio ‘maez e miz Ebrel sañset!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: