L’homme du lac

Skrivet tro an 30 a viz Gouere 2009

Abaoe ‘m eus gwelet film La cité des jarres e lennan enklaskoù Erlendur. En urzh em eus lennet anezho evit ar mare. Plijet on bet gante tout, met abaoe La voix e kavan plijusoc’h plijusañ, marteze peogwir e kustuman d’al lusk un tammig gorrek a zo en enklaskoù pe e meskaj ar mareoù/lec’hioù pe c’hoazh e teuan da vezañ dedennet kenañ gant red buhez an tudennoù piv oar.

Plijet bras on bet neuze gant L’homme du lac, ha dedennet tre gant istor ar studierien islandat o vont da Leipzig er bloavezhioù 50, o vezañ souezhet gant red ar vuhez deus “tu all” moger Berlin. Souezhus eo ordin ar sell trist a zo bremañ war ar mare-se. N’eo ket al levr unan propaganda kapitalour kennebeut! Met un aergelc’h a zo, evel hini film dispar Florian Henkel Von Donnersmarck : Das leben der Anderen (La vie des autres).

Cheñchamantoù a zo ivez e buhez an tudennoù, emdroadurioù dedennus hag a ro c’hoant da lenn an hini war lerc’h Hiver arctique (met n’eo ket deuet er-maez e stumm godell c’hoazh!)

PS : Lakaat a ran/rin titl al levr er yezh m’eo bet lennet ganin. Reoù e brezhoneg a vo eveljust ha reoù e saozneg ivez.

Advertisements

6 Respont to “L’homme du lac”

  1. Ne gredi ket ac’hanon hogen plijout a ra ar rummad-se din ivez (a oan bet lakaat da zizoloiñ gant Hoel, m’am eus soñj mat ^^) !
    Plijout a ra din kalz al levrioù gorrek a-seurt se, evel ma vez re Vargas a-wechoù ^^

    • Ehe, ya, kalzig kaozeadennoù ‘m eus bet gant Hoel diwar-benn al levrioù-se.
      N’em eus ket lennet levrioù gant Vargas c’hoazh, ret ‘vo din ober!

  2. Hiver arctique eo marteze an Indridason en deus plijet an neveutan d’an dud dre vras. Rebechet e vez dezhan bezan re c’horrek. Gwir eo ne dremen ket kalz tra a-fed istor ‘benn ar fin, met un dudi eo da lenn ‘vidon ken plijet on gant ar c’homiser Erlendur.
    An hini diwezhan, Hypothermie, a zo eus ar c’hentan tout.
    Eman Erlendur oc’h ober un enklask e-unan hag en un doare n’eo ket ofisiel tamm ebet. Chench ‘ra un tamm bezan hep gwelet Sigordur Oli hag Elinborg met plijus-tre eo an tudennoù.
    Gouest ‘vin da brestin anezhan dit ma peus c’hoant.
    Kavet a ri (pe az peus) ur pennad war ma blog.

  3. Ya, kavet em boa ar pennadoù war da vlog!
    Laouen-tre vefen o lenn Hiver articque ha Hypothermie, m’on eus tro da gejañ un deiz bennak!
    Peseurt widget a implijez evit lakaat al levr emaout o lenn er mare-mañ war kostez da vlog? Plijout a rafe din ober ar memes tra!

  4. Widget ebet. Lakaet am eus ur “zonenn testenn” nevez ha goude-se e lakaan ar skeudenn e-lec’h un destenn.

  5. Ah ya, seblantout a ra simpl ! 🙂

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: