Public Enemies

(Evit kregiñ e lakin un toullad pennadoù bet skrivet e-kerzh an hañv 2009)

Dipitet ha kazi displijet e oan bet gant Miami Vice.
Gant istor Public Enemies hag an daou aktour penañ e soñje din e vefen laouenoc’h gant labour Michael Mann (n’anavezan ket mat tamm ebet)…
Hegaset on bet gant an talennoù a-dost kazi dizehan, mui ar greun vil a-wechoù (perak?) hag ar fiñvoù un tammig feulz a vez gant ar c’hamera niverel, n’on ket bet kap da heuliañ mat an istor.
Ouzhpenn se, ez on bet souezhet o verzout ne kaven dedenn ebet e tudenn Dillinger (Johnny Depp), o c’hortoz e vefe tapet gant ar polis na lavaran ket. N’em eus bet from ebet e-kerzh ar film, zoken ma oa plijus ha kendrec’hus c’hoari Marion Cotillard ha Christian Bale.
Brav eston an dilhad ivez.
Marteze n’on ket dedennet gant istorioù ar mafia… Met ‘m eus aon ne vefe ket se ar gudenn.

Skrivet tro an 28 a viz Gouere 2009

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: