Dielloù evit Meurzh, 2010

Link’s Crossbow Training

Posted in C'hoarioù video on Meurzh 31, 2010 by geekezig

N’eo ket echu ar c’hoari ganin c’hoazh, met bon, al lodenn vrasañ em eus graet memestra, setu e gav din on gouest da gomz diwar e benn dija.

Link’s Crossbow Training a zo ur c’hoari tennañ evit ar Wii, a dremen e bed The Legend of Zelda : Twilight Princess hag a zo gwerzhet gant ur benveg anvet Wii Zapper, un doare pistolenn blastik.

(ya n’eo ket dres evel kroazwareg Link, hañ…)


Deuet eo ar c’hoari-se er maez en Europa rik ur bloaz goude Twilight Princess (hag ar Wii ‘kea).
E gwirionez e seblant bezañ kentoc’h ur c’hoari prof pa brener ar Wii Zapper kentoc’h eget ur c’hoari klok e-lec’h ma c’haller implij ar Wii Zapper…
N”em eus c’hoari all ebet evit c’hoari gantañ met plijet on memestra ^^
Eveljust ez eo berr kenañ ar c’hoari, n’eus nemet 9 live (rannet e teir rann bewech). Dre vras e pad teir munutenn ober ul live.
Pep rann a zo ur pal gantañ. An hini kentañ a ginnig tennañ e-kreiz gwennoù. A-wechoù int difiñv, gwechoù all n’int ket, kuitaat a reont ar skramm buanoc’h-buanañ…

An eil rann a zo unan “difenn”, tudennoù drouk a zo o tont davet Link ha ret eo tallañ outo.

An trede rann a ginnig kentoc’h pourmen en un endro e-lec’h ma rank ar c’hoarier lazhañ an niver resis a dud drouk a zo el lec’h. En doare se e ranker impljout an nunchuk ouzhpenn ar wiimote.


Eveljust e pep live, hervez ma tenner en un doare resis, ma teuer a-benn da dennañ hep c’hwitout ar gwenn hag all e vez gounezet poentoù. E fin ar bed e vez graet ar gont. Adalek 20 000 poent on eus ar vedalenn arem (hag e vez diskuilhet ar bed warlerc’h), 40 000 ar vedalenn arc’hant, 60 000 an hini aour ha 80 000 an hini aour-gwenn (platin ma fell deoc’h).
Setu, simpl kenañ eo.
Ar blijadur a zo neuze klask penaos tizhout an disoc’h uhelañ.
Me ‘m eus bet meur a zoare. Da gentañ e klasken tennañ mat war ar gwennoù ha tizhout 20 000 evit diskuilhañ ar bed warlerc’h, ouzhpenn se e c’hoarien war-sav hag en ur glask kaout e gwirionez emzalc’h ur c’hroazgwareger (ya ya, fentus eo sellout an dud all o c’hoari gant ar Wii…). Siwazh ne oan ket barrek spontus ha diaes eo c’hoari er stumm-se. Kroget on neuze da c’hoari azezet ha zoken da boz ma daouilin war ma daoulin evit chom hep krenañ re. Da c’houde ‘m eus merzet e oa tu da zistruj traoù en endro hag e veze gounezet poentoù gant se! Tennañ a raen kalz warno hag a-wechoù e oa kalz poentoù da dapout!
Pezh a zo, an doare se a vir da ober heuliadoù tennoù mat ha kreskiñ feur ar poentoù. Bremañ neuze e klaskan tizhout ar feur uhelañ.
Siwazh n’eo ket trawalc’h (5 medalen aour-gwenn ‘zo ganin, 2 aour ha 2 arc’hant)… ‘M eus aon evit lodennoù ‘zo e vo ret din c’hoari hep ar Wii Zapper evit truchañ dont a-benn da dizhout ar vedalenn warlerc’h.
Mod all e keñver aergelc’h e vez adkavet penn-da-benn sonerezh, endro ha lec’hioù Twilight Princess, ur blijadur eo!
Kavout a ran un tamm diboell seurt c’hoarioù, met a-benn ar fin, pa vez lakaet en ur bed a garomp (kalz) e vez tapet plijadur bras ha zoken m’eo berr ha n’eo ket gwall liesseurt an traoù da ober e ro c’hoant mont pelloc’h, tizhout ar vedalenn warlerc’h…
Tu ‘zo da c’hoari da veur a hini ivez, met n’eo nemet un doare emgann pep hini d’e dro evit tizhout an niver uhelañ a boentoù, n’eo ket disheñvel-tre eus ar pezh a reer dija e-unan.
Ar Wii Zapper (ha dre vras an astennoù evit ar wiimote hag an nunchuk) a zo ur mennozh mat. Ijinomp ar blijadur da c’hoari d’ur c’hoari tennañ gant ar santad derc’hel ur gwir arm (seblantout ar ra spontus ar frazenn-mañ *aaaah, lazhañ!* met kompren a rit awalc’h ‘michañs), talvoudegezh ha nerzh ar c’hoari a zo disheñvel kenañ memestra!

Setu bremañ emaon o vont da glask tapout ar medalennoù a vank din!

Advertisements

Magicien : Apprenti (levrenn 1)

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Meurzh 30, 2010 by geekezig

En ur stal levrioù bannoù-treset e oan n’eus ket pell zo. Ne oan ket en soñj prenañ un dra bennak araok na vefe diskouezet din ur c’homic book gant ur golo iskis. Magicien e anv.
Yaaaa… Ha! Raymond E.Feist a oa skrivet e bras ivez. Setu ma empenn o labourat : “opala! istorioù Pug en ul levr bannoù-treset?” ha da c’houde *glaourenn* ->*ezhomm* -> *prenañ*
Na lu e c’haller ni bezañ, paourkaezh geeked.

Bon, Magicien Apprenti (evel troidigezh ti-embann Bragelonne, ha reizh eo rak Milady an embanner a zo ul lodenn eus Bragelonne, ul label savet ganto) a zo savet diwar levr kentañ kronikoù Krondor anvet ivez Pug l’apprenti a-wechoù. El levrenn-mañ ez eus un drederenn eus an istor (ma ‘m eus soñj mat) tamm-pe-damm. Neuze ar pezh a dremen e Crydee :  Pug o teskiñ bezañ hudour, dizoloadenn enstrenien iskis ha prientiñ da vont betek Krondor, ar gêrbenn. An digoradur en ur stumm ^^
Lusket mat eo, tremen a ra buan an darvoudoù met efedusoc’h eo evelse gant an tresañ (dre vras).
Daou zoare da dresañ a zo el levrenn. An tri chabistr kentañ, treset gant Brett Booth, a zo comic klaaaasel kenañ. . Da vareoù zo e soñjen “na brav!” ha da vareoù all e oan dipitet, dreist-holl gant al livañ dre urzhiataer a ro ur c’hostez yen da bajennoù zo.
Tudennoù ‘zo a zo re heñvel ivez, ha souezhet on bet gant neuz reoù zo abalamour e ijinen anezho mik en un doare all (Martin a chom hypercheuc’h memestra, na vezit ket nec’het ^^), met ‘zo a oa anat en ur stumm.
Goloioù ar chabistroù amerikan am eus kavet brav eston dre vras (kalz bravoc’h eget an hini dibabet evit ar golo gall…) evel ma vezont alies.
Adalek ar pevare chabistr e cheñch an tresañ, labour Michael Avon Oeming eo. Iskis eo da gentañ peogwir e ra doare cartoon penn-da-benn! E gwirionez n’eo ket kement se, met ur c’hostez bugelel fiñv-tresadenn a zo mesket gant ur c’hostez tresadenn gant kreion baper, trolinennoù du pouezet kenañ am eus kavet me plijus-tre. Un aergelc’h skañvoc’h a zo (padal n’eo ket dre ret skañvoc’h an darvoudoù) met meur a-wech em eus soñjet “gwelloc’h eo din an doare tresañ mañ” ha da c’houde e soñjen ar c’hontrol. Iskis! Se ‘zo perzh dibar al levrioù bannoù-treset amerikan, morse n’eo direbech an tresañ met ar fed e vefe meur a arzour o labourat war memes istor ha tudennoù a grou ur bed faltazi divent. Da bep hini neuze d’ober e soñj war an dachenn-se.
Bon, a-fed istor ha tudennoù em eus kavet e glote awalc’h gant ar soñj em eus eus levr Feist, Pug a zo ur c’hrennard un tamm lu, kalz paotred kreñv ha kallet a zo tro-dro dezhañ e lez Crydee. N’eus ket amzer da zizoloiñ personelezh pep hini evel ma vez graet el levr (pe el levrioù, rak memestra e vezont dizoloet war hir dermen er c’hronikoù) met an diazez a zo aze. N’eo ket dibar eveljust, kalz gwelloc’h eo al levr, met ul labour sirius eo a gav din, dudius-tre ha reiñ a ra c’hoant da lenn troioù-kaer a-zeu Pug! Trawalc’h eo, n’eo ket?!

Alice in Wonderland

Posted in Filmoù on Meurzh 27, 2010 by geekezig

N’ouzon ket peseurt santad ho peus bet en ur welet bomm bruderezh Alice in Wonderland er mizioù tremen. Un tammig aon en doa graet din, ne oak et gwall vrav ar skeudennoù hag iskis e seblante bezañ dre vras.
Kirius on avat, setu ‘m eus bet c’hoant da vont da welet ar film memestra.
N’on ket unan eus faned bras Tim Burton, plijout a ra din e filmoù dre vras, met hegaset on gant techoù zo hag evel ur bern tud e kav din n’eo ket aet kalz war-raok en e filmoù diwezhañ, gant memes skipailh (ha dreist holl koublad aktourien). Ma…


Alice in Wonderland a grog en un doare plijus awalc’h. Alice a zo tost da ugent vloaz ha ret dezhi kregiñ da soñjal en dazont, dimeziñ gant un den a renk ha traoù evelse.
Alice avat a zo techetoc’h da huñvreal…
Da c’houde e krog mare Wonderland, an dra dedennus a zo ar fed e vefe bet deuet Alice dija pa oa bugel hag ankouezet he beaj. N’em eus ket kavet ken vil ar skeudennoù e kerzh ar film skignet e 3D, ar fiñvoù avat a oa ken iskis eget er bruderezh. Plijus awalc’h eo implij an 3D, zoken ma ya kazi re bell ganti, traoù evit lakaat an arvesterien da darlammat, serriñ o daoulagad, kalz frammoù gant gwez ha plant dirak oberoù an tudennoù. N’eo ket displijus, sikour a ra da vezañ tapet e red an istor hag all, met ne seblant ket ordin logik e-keñver an istor, ne seblant ket RET.
A-hend-all, ar plac’h yaouank a c’hoari perzh Alice a zo dreist, ur c’hostez Claire Danes a zo ganti un tamm… Hag ur sapre labour a zo bet graet a-fed dilhad, un drugar eo an dilhad da sellet a-hed ar film.
Tudennoù dreist a zo evel Chess pe Absolem. N’on ket bet ken kendrec’het gant al lapin, ar c’had (aaaaah!!!! Merk Disney a zo aze, sañtet e vez eo bet savet a-ratozh evit lakaat ar vugale da c’hoarzhin…) pe zoken an div rouanez ha dreist-holl an toger.
Ne lârin ket int displijus, un aergelc’h plijus a zo, ha kalz plijadur a vez o sellet, met traouigoù torr-penn a zo, kavet ‘m eus iskis e vefe Johnny Depp o komz gant un taol-mouez skosat pe traoù a seurt-se. Seblantout a ra skañv marteze, met seurt traoù a sikour da gavout hegasus dibaboù ar sevener (abaoe un toullad filmoù).


An istor a zo plijus, ar fin a zo brav ha dreist-holl troet war araokaat saviad ar merc’hed (soñjet ‘m eus e Sally Lockhart zoken).
Un dra spontus a zo displijus ivez a zo an dañs. Ne bad ket pell, met se a zo an dra a RE er film a lak da seblantout lu e plas lakaat da seblantout dreist. (Lydia, deus en-dro, MARPLIJ !!)
Un tamm etre daou neuze ar santad, dre vras eo un dudi plijus ha dedennus evit ar seller met evidon-me e vez merzet ez eo ur film Disney araok bezañ ur film savet gant Tim Burton, gallet en defe bezañ kalz iskisoc’h, teñval ha direnkus evel ma c’halle bezañ fiñv-tresadenn Disney savet diwar memes istor !

Resident Evil, Resident Evil: Apocalypse, Resident Evil: Extinction

Posted in Filmoù on Meurzh 23, 2010 by geekezig

Prestet a zo bet din koufrig an tri film savet diwar c’hoarioù Resident Evil. Gwelet em boa ar film kentañ un toullad bloavezhioù zo (me lârfe ur 7 bennak, setu n’em boa ket soñj eus kalz tra) hag ur soñj mat awalc’h em boa anezhañ evit e sellet en-dro.
Da gentañ tout : ne c’hoarian ket da c’hoarioù Resident Evil. N’on ket ur mailh war ar c’hoarioù survival-horror (armoù ha zombied, kea!) hag anzav a ran em bez un tammig aon rak aergelc’h seurt c’hoarioù. Met laouen e vezan ordin o sellet deus unan bennak o c’hoari. Setu, anavezout a ran trawalc’h ar rummad evit gouzout anvioù tudennoù zo hag all.

Ar filmoù neuze! Plijet bras on bet o welet ar film kentañ en-dro. Al lodenn digoradur a zo dispar hag efedus. Da c’houde, n’eus ket un eilenn a re, n’eus ket un dudenn hegasus (an holl a varv buan awalc’h pe dost), n’eus istor karantez torr-penn ebet. Koshaet un tamm fall o deus an efedoù ispisial hag an doare da lakaat sonerezh un tamm “rock kreñv” pa vez un emgann, met dre vras e chom efedus spontus. (Hag ouzhpenn ez eus Eric “Daniel” Mabius e-barzh, ya, ya, rener Betty er rummad Ugly Betty ^^) N’eus ket kalz a dra da lârat, ur film birvilh na chom ket da dortal.
Bon, 1e30 tudoù ha ket ouzhpenn. Hag evidon-me ez eo se perzh brasañ an tri film-mañ. Re verr int evit ma vefe hegasus, ha dre m’int berr ne c’houlenn ar seller ket kement a draoù digante.
Bon, un toullad rebechoù a zo da ober adalek an eil memestra. Da gentañ e keñver scenario. An eil film a zo memestra distruj ha kontamiñ ur gêr a bezh evit un emgann. Ya, Umbrella Corp. n’eus mann all ebet d’ober.
Bon, mod all eo savet war memes patrom hag an hini kentañ, met ar wech-mañ ez eus emgannoù en un iliz, e lec’hioù foran a bep seurt. Niark niark. Un draig torr-revr : tudenn an den du “fentus”. Padal ne oa tudenn skañv ebet, fentus pe gant frazennoù droch en hini kentañ, ez amañ unan. Pep tra a lâr a lak da huanadiñ ken pounner pe c’hortozet eo.
En trede, ne vez ket santet kement an dra-se, an hini drouk a zo drouk da vaaat (Bad is good!) ha Milla Jovovich a zo cheuc’h tre gant he botezennoù cow-boy (pe cow-girl). Mont a ra an traoù un tammig pell dre ma n’he deus Alice gwannder ebet bremañ met bon.
Un draig a zo, gant an eil hag an trede film, ur santad kreñv e vezont savet kazi hepken evit ar pemp munut diwezhañ e-lec’h ma vezer o soñjal “ohohoho, pegen kalz spontusoc’h e vo ar film a-zeu”.
Bon, n’eo ket grevus hañ.

Pluto (levrennoù 1 ha 2)

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Meurzh 22, 2010 by geekezig

N’on ket ur mailh war labour Osamu Tezuka. Anazavezout a ran Astro Boy eveljust, met an anv kentoc’h eget an istor.
Ar pezh a anavezan avat a zo ar rummad Monster savet gant Naoki Urasawa (skrivet ha treset gantañ). Dispar eo ar rummad-se. Kit d’e lenn ma n’anavezit ket.
Pluto a zo neuze ur manga savet gant Naoki Urasawa ha diazezet war un istor resis eus Astro Boy. Ur rummad berr a-walc’h eo Pluto dre m’eo echu ha n’eus nemet 8 levrenn. Ne ‘vo ket re dorr-penn na hir sañset.
Deuet eo an div levrenn gentañ er-maez er c’hwec’hkorn e miz C’hwevrer hag an trede a zo sañset da dont er-maez e deroù miz Ebrel.
Setu dre vras.
Bon, petra eo an istor ha daoust ha dedennus eo Pluto neuze?
An istor a zo hini ur robot alaman, enklaskour evit Europol a rank kavout ul liesvuntrer spontus a lazh roboted galloudusañ ar bed (7 a zo en holl) ha tud a ra war-dro gwirioù ar roboted. Ne vezont ket lazhet e memes doare dre ret, met ordin e vez un doare da ginnig ar c’helan (n’ouzon ket ma klot ar ger evit ar roboted ^^) : kerniel a vez gant pep hini.

Ma, Gesicht (an enklasker) a ra tro ar bed evit kelaouiñ ar roboted a c’hallfe bezañ taget gant an den (na laosk roud ebet?) pe ar robot (n’eus c’hoarvezet nemet ur wech araok e vefe lazhet un den gant ur robot) muntrer…
N’ouzon ket m’eo heñvel an istor eus hini Astro Boy, met ur aergelc’h dedennus-tre a zo e Pluto.
An tresadennoù a zo mat, al lusk ivez. An enklask a zo kevrinus ha dedennus, ha plijus eo ivez tem ar roboted (a glask kompren mab-den, bevañ evel mab-den betek dont da vezañ evel mab-den?). An tudennoù a zo dedennus-kenañ, zoken eiltudennoù na vezont ket gwelet e-pad pell hag an darempred a zo etre mab-den ha robot.
Gant ma ne vo ket da c’hortoz re bell evit lenn ar 6 levrenn a chom !

Batman & Robin

Posted in Filmoù on Meurzh 20, 2010 by geekezig

Setu echu gant koufrig Batman…
Bon, neuze, ar pevare film…
Peadra a zo da lârat “ken gwash hag an trede”, ar pezh a zo dispar :  n’eo ket evit memes abegoù!
Ur mennozh a ‘m eus kavet mat : krouiñ ul logo evit Robin, en defe e dafar ispisial. N’eo ket gwall dra, met plijus eo.
Ur mennozh fall : dibab George Clooney evit c’hoari Batman. Ne seblant ket n’e aes ha n’eus tamm personelezh ebet gant ar Batman se. Oh, ur mousc’harozhig en ur soñjal en e vugaleaj laouen gant Alfred. Eh, n’eo ket trawalc’h…
N’eo ket re fall dibab ar reoù drouk, a zo fentusoc’h eget reoù an trede evidon-me. Siwazh Poison Ivy n’eo ket dedennus e-pad pell.
Tech hegasusañ ar film : n’eus kaozeadenn ebet pe dost. Savet eo ar film war un heuliad frazennouigoù un tamm “catchy” sañset da vezañ fentus (ya, ya, ur BERN c’hoarioù gerioù a zo d’ober tro-dro ar skorn, an erc’h, ar riv…). Unan ur wech an amzer a vefe plijus, se hepken a zo torr-penn.

N’eus ket kalz traoù all da lârat… Netra ispisial e-keñver otoioù, binvioù, emgannoù.
Ar pezh a zo dreist memestra : Batgirl a vez degemeret e pemp munutenn (pe nebeutoc’h) padal n’eo ket bet degemeret Robin c’hoazh gant Batman, hag ouzhpenn en em denn mat tre ar plac’h yaouank. Girl power… yay… :/

Le boucanier du roi

Posted in Levrioù with tags , , , on Meurzh 17, 2010 by geekezig

Le boucanier du roi a zo eil levrenn rann « les nouvelles chroniques de Krondor » (hervez an embannadur a zo ganin) hag a zo anvet nevez zo « L’entre deux-guerres ».
En div levrenn e vez heuliet mibien Arutha. Prince de sang en doa plijet kalz din, un tammig disheñvel deus rummad kronikoù Krondor, politikeloc’h gant nebeutoc’h a emgannoù.


Le boucanier du roi a zo plijus-tre ivez. Tudenn Nicholas, ar mab yaouankañ a vez gwarezet eus pep tra hag a rank a-greiz-holl ren ur strollad tud ha dont da vezañ gour a zo plijus. Adkavet e vez evel boaz, tudennoù bet gwelet e-barzh levrioù all ar rummad. Un tamm dipitet on bet memestra gant al lodenn kreiz, war vor (dreist-holl) hag un tammig en deserzh. Kavet ’m eus gwall hir.
Marteze on levezonet gant levrioù ar rummad Vampirates on kroget da lenn ivez, a lak an traoù war vor da seblantout kalz dudiusoc’h. N’eo ket spontus, pell alese, met kavet am eus un tamm start kreiz al levr da lenn padal em eus lonket an 200 pajennad diwezhañ en un tenn.
Daoust a re hir e vez al levrioù se? Ur wech echuet ganto e soñje ordin ne oa ket…
Un elfenn dedennus all er romant-mañ a zo an toullad elfennoù a grog da zispakañ diwar-benn ar brezel o tont (gant an titl nevez roet d’ar rummad ez eo anatoc’h c’hoazh…).
Plijadur ha dudi ‘vo c’hoazh e bed Krondor avat ! (tud varv hag emgannoù ivez, anat deoc’h)

%d bloggers like this: