Millenium (ar filmoù)
Tro em boa bet da lenn gant kalzig plijadur an dastumad levrioù Millenium e-kerzh an hañv 2008. E miz Mae 2009 e oan bet o welet azasadenn ar romant kentañ war ar skramm bras met siwazh ne oan ket bet o welet an daou all abalamour ne oant ket skignet e svedeg. Bevet an DVDoù! Ur sizhunvezh Millenium ‘m eus graet neuze n’eus ket pell zo evit sellet eus an tri film da-heul pe dost (unan bep noz koa). Ar film kentañ ‘m eus kavet mat bepred, efedus zoken pa ouzer an diskoulm. An eil (ma romant karetañ e-touez an tri) n’em eus ket kavet ken kendrec’hus : perzh an istor-se a zo dizoloiñ istor Lisbeth setu pa anavezer dija e koll un tamm a vlaz. Dispar eo Noomi Rapace bepred met ur santad drol a zo gant an hollad, santet e vez n’eo ket bet sevenet gant memes den a gav din. An trede film ‘m eus kavet gwelloc’h un tamm, marteze peogwir ez eus muioc’h a draoù o tremen e-serr ar gelaouenn Millenium, n’ouzon ket. Dispar eo ar prosez avat. Setu un doare diveradenn kentoc’h efedus eus levrioù Stieg Larsson eo ar filmoù, zoken m’on bet kendrec’het muioc’h gant an hini kentañ eget gant an daou all. D’am soñj e vo an hini aesañ din da welet en-dro. Kendrec’het on memestra eo gwelloc’h lenn ar romantoù evit kaout un tañva klok eus an oberenn ha mont a rin da welet ar stumm amerikan savet gant David Fincher gant aked moarvat.
Genver 17, 2012 e 12:35 g.m.
[...] ket deuet a-benn da welet The Girl With The Dragon Tattoo en un doare distag penn-da-benn eus an azasadenn svedat hag eus al levr. Dre ret em eus keñveriet. Souezhet on bet gant an diforc’h dibaboù a zo bet [...]