Friday Night Lights bloavezh 1

Friday Night Lights a zo ur stirad amerikan diwar-benn ur geriadenn en Texas. Dillon eo anv ar geriadenn-se ha n’eus ket kalz a dra o tremen enno… Estreget krogadoù ar gwener da noz, gant skipailh mell-droad amerikan al lise.
Ur stirad « highschool » klasel awalc’h eo Friday Night Lights dre ma vez heuliet buhez krennarded en ul lise : micherioù bihan, dazont a-fed studioù, karantez… Bed ar sport a zo ivez gant al lodennoù vrav hag ar re duoc’h (gouennelouriezh, dramm, arc’hant lous, ober brav da reoù zo, h.a.). Buhez a-bezh ar geriadenn a zo liammet gant skipailh an Dillon Panthers, ar vuhez politikel hag ekonomikel ivez. Disoc’hoù ar skipailh a levezon an holl ha mallozh d’ar c’hoarier a lakfe ar skipailh da goll. Setu un tamm ar spered, penaos e c’hall hiniennoù bezañ liammet gant ar memes karantez, liammet etrezo. Relijion a zo un tamm ivez, d’am sonj eo heverk awalc’h eus ar vuhez en Texas. Tudennoù plijus kenañ a zo, zoken ar re « drouk » a zo dedennus, hag ar re « jentil » n’int ket brav bepred…
Un dra heverk kenañ a zo gant Friday Night Lights a zo an doare da frammañ. Buan kenañ e ya an traoù ha filmet eo tost-tre eus an tudennoù. Er penn kentañ on bet jenet gant se (merzet o peus moarvat n’on ket sod gant se) hag a benn ar fin e kavan eo se pinvidigezh ar stirad. Krouiñ a ra neuze ul lusk fonnus, n’eus ket amzer da goll evel e kerzh ur c’hrogad. C’hoari an aktourien a zo neuze liammet gant o dremmoù hepken pe dost (estreget e-pad ar c’hrogradoù eveljust) ha me lâr deoc’h eo brav an disoc’h. Er making-of a zo war an DVD e vez dizoloet an doare da labourat hag a ziskouez ivez perak eo ken ispisial : teir c’hamera a zo o filmañ, an aktourien na ouiont ket petra/penaos int filmet pe dost. Ne vez roudenn ebet evit an aktourien war al leur, nebeut a c’houleier ouzhpenn a vez implijet hag an aktourien a c’hall kaozeal gant ar senariourien evit lakaat o zudenn da emdreiñ! Sebezus awalc’h…
Ur gwir taol-from! Clear eyes, full hears, CAN’T LOSE!

4 Respont to “Friday Night Lights bloavezh 1”

  1. […] Friday Night Lights bloavezh 1 « Soubenn ar geek […]

  2. […] Friday Night Lights bloavezh 1 « Soubenn ar geek […]

  3. […] Digarezit ma zech ober dave da FNL ma ‘z eus kaoz eus Texas. “Texas Forever” en defe gallet bezañ ivez hañ, neuze […]

  4. […] Berg a blij din peogwir en deus krouet Friday Night Lights, unan eus ma stiradoù karetañ. Met e filmoù avat a zo un afer all (Hancock am boa kavet spontus […]

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.