The Social Network

Ya, ya, “ar film diwar-benn facebook”.
Film nevez David Fincher n’eo ket diwar-benn facebook met diwar-benn krouer facebook. Simpl ha sod eo : ur paotr yaouank eus Harvard, o klask mont en ur “social club” evel ma vez er Stadoù-Unanet (c’hwi war, an “tiez” gant traoù droch evit bezañ degemeret ha gouelioù divent da c’houde) hag a vez roet e sac’h dezhañ gant e vignonez. Setu penaos e krou ul lec’hienn evel dael (facemash, ul lec’hienn o keñveriañ pennoù merc’hed, ret eo votiñ evit an hini vravañ bep tro) hag e vez anavezet un tamm er skol-veur. Setu penaos e krog istor facebook.
Nebeutoc’h eget 6 vloaz en do bet ezhomm Mark Zuckerberg evit dont da vezañ penn unan eus embregerezhioù pinvidikañ ha pouezusañ ar bed. (“Ah Bosnia, they don’t have roads, but they have facebook”)
The Social Network a zo savet gant un tu prosezoù (daou brosez a zo bet graet da Vark Zuckerberg gant tud deus e skol-veur) hag un tu respontoù-setu-penaos-eo-tremenet-an-traoù. Klasel met dedennus awalc’h.
Bon, an istor ‘zo hini an dud wirion a vez taolennet amañ neuze n’eo ket dreistordinal evit a re a oar dija.
Ar pezh a zo dreist a zo an doare m’eo bet skrivet ar c’haozeadennoù, leun a fent du, hag ivez ar santad a dizh a zo a-hed ar film. Tizh ar c’homzoù en digoradur (arabat kouskat!), tizh ar prantad bigi roeñviñ hag ivez an tizh roet gant an trouz er voest noz da skouer. Pep tra a seblant bezañ re drouzus hag o vont re vuan. Evel ma vez an traoù war ar rouedad.
Ur film diwar-benn un den en doa c’hoant krouiñ un dra dreistordinal eo ivez, un den e-unan. Keñveriet eo bet The Social Network gant Citizen Kane e-barzh Le Monde magazine. N’em boa ket soñjet en-se pa oan o sellet ar film met anzav a ran n’eo ket ur geñveriadenn fall.
Setu ur film speredek eo, diwar-benn an amzer-vremañ, gant aktourien vat.

5 Respont da “The Social Network”

  1. Donnie A lavar :

    Tout à fait d’accord avec toi! Enfin, je suppose Traduction svp!

  2. Ah, kaoc’h soñjal a rae din e oa tremenet ur brezhoneger bennak… :o (

  3. [...] re war traoù anat en deus seblantet din. Gwelloc’h eo bet din labour Trent Reznor war film The Social Network da skouer… Ur film mat eo The Girl With The Dragon Tattoo, anat. Dibaboù dedennus a zo, ha [...]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Change )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Change )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Change )

War gevreañ ouzh %s

Heuliañ

Get every new post delivered to your Inbox.